oll sænt hac an oll Ælez. Digant ar Map eta e c’hortoomp ar pez a c’houlennomp ouz ar Vam, pehini a receo ive diganta da rei deomp quement a recevomp digant hi. Dreizi ec’h esperomp hor silvidiguez digant hor Salver, evel ma’z eo dreizi ez ê plijet ganta en em rei deomp he-unan d’hor sauvetei. Er santimant hac er signification-ma eo ec’h ententomp hac ec’h adressomp ar seurt oræsonou-ma d’ar Verc’hes mam da Zoue.
Mæs er memes amser ma teuomp d’he enori ha d’he fidi, e tleomp represanti dirac hor speret ar vertuziou eus he buez o c’houlen ar c’hraç d’ho imita, ispicial he furete, he humilite hac he c’harantez. Evel ma car Doue dre ur garantez pehini a dremen carantez an oll crouadurien, e car ive an dud seul-vui ma queront Doue, pe ma fell dezo he garet ; hac ez ê alvocades dezo, non pas evit ma vezint salvet hep caret Doue, rac an dra-se a so impossubl, mæs evit d’ar fin, mar d’int just ha santel dija, ma teuint da veza c’hoaz justoc’h ha santeloc’h, o caret Doue mui-ouz-vui, ha ma n’her c’heront quet o veza en stad a bec’het marvel, ma en em dennint eus ar stad miserabl-se, o caret Doue mui eguet quement mad a so tout.
Mar d’oc’h eta devot d’ar Verc’hes, ho pêt ur fizianç vras enni, nemet he enorrot evit dre he moyen obteni ar c’hraç da renta da Zoue an adoration hac ar servij a dleer dezan, o viret he c’hourc’hemennou ha re an Ilis, hac hoc’h en em acquita eus ho tever diouz ho stad hac ho condition. Chetu pe gant speret ha pe gant intantion e tleomp enori ha pidi ar Verc’hes evit beza exaucet ha sicouret gant-hi. Ra vezo enoret, meulet ha pedet en disposition ma gant an oll, ha ra blijo gant hi hor sicour en quer bras isom hac en quer bras danjer evel ma emaomp evit hor silvidiguez, hac obteni deomp digant he Map quer hon Autrou J.-C. ur finvez eürus.
Evelse bezet grêt.