Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/673

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
653
Chapelet ar Gurunen eus ar Verc’hes.

D’an eil, eus he c’honception bur hac immaculet, pa ê bet preservet ganta diouz taic’h eus ar pec’het orijinel ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h diganta ive ar c’hraç da gonceo en hoc’h oll œuvrou un intantion bur hac eün da blijout da Zoue.

D’an trede, eus he nativite pe he guinivelez, en pehini ez ê bet ornet gant ur santelez an excellanta, gant vertuziou ar re vrassa, ha gant peb seurt perfectionou ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive ar santelez.

D’ar pevare, eus an incarnation, pa zigaças etrese ac enni un Arc’hel da annonç dezi ar myster incomprenabl-se, o tigaç ive dezi neuse souden he Speret-Santel hac erfin he Vap propr ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h an impression, an hevelidiguez hac ar frouez eus ar gommunication adorabl-se en deveus quemeret Doue gueneomp dre an incarnation.

Evit goulen eta ouz ar Verc’hes ma obteno deoc’h ar peder seurt graçou-ma, hac en memor eus ar peder brivilej-ma e deus recevet digant an Tad, e leverrot en enor dezi, en calite a verc’h dezan, ar peder Ave, Maria, varlerc’h ar Pater guenta-se ho pezo lavaret en enor d’an Tad eternel.

An eil Pater noster a leverrot en enor d’ar Map, an eil ferson eus an Dreindet, evit he drugarecaat eus ar peder donæson pe brivilej gant pere en deveus ornet he vam sacr ar Verc’hes Vari, da c’houzout eo :

Da guenta, da veza bet chomet en spaç a nao mis en he c’hof santel, ha da veza bet sortiet anezan hep offans ebet d’he guerc’hdet, hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive diganta ur burete vras a gorf hac a ene.

D’an eil, da veza ma en deveus bet sunet he leaz virginal, ha quemeret he vagadur eus he divron sacr ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive di-