Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/674

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
654
Chapelet ar Gurunen eus ar Verc’hes.

ganta ar vagadurez eus hoc’h ene, pehini eo he gorf sacr hac he oad precius.

D’an trede, da veza ma en deveus-hi bet great ar rejantes hac ar c’houarneres eus he vuez endra edo en minorite ; hac e c’houlennot outhi ma her pedo ive d’ho couarn ha d’ho possedi antieramant.

D’ar pevare, d’he beza bet rentet compagnunez dezan en oll drevel eus he vuez hac eus he varo ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive diganta ar c[’]hraç [1] da anduri gant patiantet diouz an exempl anezi, quement a blijo gant Doue da rei deoc’h dn souffr.

Evit goulen eta ouz ar Verc’hes ma obteno deoc’h digant he Map ar peder seurt graçou-ma, hac en memor eus ar peder brivilej-ma e deveus recevet diganta, e leverrot en enor dezi, en calite a vam deza ar peder Ave, Maria, varlerc’h an eil Pater-se pehini ho pezo lavaret en enor d’ar Map.

An drede Pater noster a leverrot en enor d’ar Speret-Santel, an trede ferson eus an Dreindet, evit he trugarecaat eus ar peder stereden-all ha privilej, hac eus an donæsonou excellant en deveus bet accordet d’he bried chast ar Verc’hes Vari, da c’houzout eo :

Da guenta, d’he beza rentet mam ha guerc’hes assambles ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h diganta ur soumission barfet hac ur resination antier d’an urz ba d’ar volontez a Zoue, evel e deoue-hi pa lavaras d’an Æl : Eccè ancilla Domini, chetu ama servijeres an Autrou, etc.

D’an eil, da veza ma en deveus bet grêt he zemeuranç enni evel en he dempl sacr ; hac e c’houlennot outi ma obteno deoc’h ar c’hraç da veza ive un templ d’ar Speret Santel, eleac’h ma raï he zemeuranç actuel ha perpetuel, oc’h ho conservi bepret en stad a c’hraç.

D’an drede, eus he maro santel hac eürus pehini a erruas ganti dre un effort ar brassa eus he c’ha-

  1. Moullet : chraç.