Autrou Jesus-Christ, a c’hounezo dememes cant devez a induljançou, pere a allet ive da applica evit an Anaon eus ar purgator.
Var an ton gallec : Que la pénitence a d’appas!
EVit beva en graç Doue,
Ha diouz pec’het renta pur hoc’h ene,
N’hoc’h eus nemet mont aviziou
D’ar retret, o pellat diouz hoc’h oll sourciou.
Peb-hini a ell er retret
Ober ato ur profit bras meurbet ;
Dreizi e chenj ar re vechant,
Hac ar re vad a zeu d’en em renta fervant.
Ne deus nicun, pa ve so-quen
An devota pe ar parfeta den
N’en deffe izom aviziou
Da zont d’en em regli dre voyen retrejou.
En trein ordinal ar vuez
Ne sonjomp quet en hor silvidiguez
Nemet evel en urs dremen,
Hep lacat un urs vad er pez so disordren.
Beuzet en traou exterieur,
E neglijomp a re interieur,
Hac e ienaomp en oræson,
O tont da veza laich ha ponner a galon.
Mæs er retret e velomp scler
Bete so quen hor pec’hejou dister:
Eno e reomp reflexion
Var hon oll defautou gant guir attantion.
Digoret vez hon daoulagad
Evit anaout an danjerou erfad,
Eno e clascomp remejou
Da viret na gouezemp er memes pec’hejou.
Eno e teuomp da repari