Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/679

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
659
Peguer profitabl eo ar Retret.

E tlei[t]-hu [1] he ober gant cals mui a sujet ?
C’houi pehini, siouas, a gouez
En un nombr bras a bec’hejou bemdez,
Ouspen ma’z oc’h quen dissipet
Ha quer pell diouz Doue gant sourciou ar bed.
Ac’han evit conclusion,
Grit, me ho ped, ar resolution
Da vont un tu, mar deus moyen,
Da ober ur retret bep bloas hivisiquen..
Ho silvidiguez martese
A so staguet ouz ar retrejou-se :
Ha pet, siouaz, a so collet
En deffot beza grêt a-viziou a retret !
Mæs ebars ma’z eo d’he ober
List a gostez peb sourci, peb affer,
Evit ma c’hellot lavaret:
Va c’halon a so deoc’h, va Doue, preparet.
Ur guir voyen vezo hounnez
En graç Doue da gundui ho puez,
Ha da gaout ur maro santel,
Evit erruout dreizi er vuez eternel. Amen.



EVIT COMMANÇ HA FINISSA

Erfat an devez, goude beza grêt sin ar Groas bep mintin ha bemnoz, e ve mad en em adressi d’ar Famill santel, ha goude-se saludi ar Verc’hes evit he enori dre raport d’an tri ferson eus an Dreindet, hac evit enori ha glorifia ive dreizi an Dreindet sacr er fæçon-ma evelma ra cals a eneou mad.

Jesus, Mari ha Joseph, Joachim hac Anna, Jesus, Mari ha Joseph, Jesus, Maria, Jesus, Jesus, Jesus,

Va c’hemerit dindan ho protection brema hac em heur diveza. Amen.


Pedennic devot.

ME ho salud, Mari, merc’h da Zoue an tad ; Me ho sa-

AVe, Maria, filia Dei patris. Ave

  1. Moullet : tlei-hu.