Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
Oræsonouigou evit peb occasion.

O velet ar boquejou.

Boquejou caër, c’houi en un devez
A veleur savet ha maro ;
Souden ho coude me varvo,
Ha martese guent ivez.

O velet an dour o redec er prajou, hac o vont varzu ho sourcen.

Gouerennou ha c’houi rivierou,
Meulit an Autrou souveren;
Allas! peb tra oll a dremen
Eguis ho tour dre’r prajou.
An dour a ia varzu ar sourcen
Deus a hini e sortiet ;
Ha me ive ne d’inn-me quet
Varzu va Doue biquen ?

O velet ur feûnteûn.

Mar red ar c’haro d’ar fûntûniou
Gant ar sec’het pa ve presset ;
Davedoc’h, va Doue, me red,
Ma soulajit em poaniou.

O santout an ezen douç en han.

Ezennic leun a frescadurez,
Meulit an Autrou invisibl :
C’houi a so sioul ha pæsibl,
Ha me leun a follentez.

O consideri an tempest er mor.

Mor braz, c’houi pa vezit couroucet,
A zisguez deomp dre ho couagou
E tleomp caout aon rac an Autrou
Pa hor bez-en offancet.

O consideri ar gurun hac al luc’het.

C’houi a zisquez deomp c’hoas he c’hrander,
Curun horrubl, luc’het ha foultr,
Pa ell, mar car, lacat en poultr
Hac en ludu ar pec’her.

Fiziout en Doue, couls hac he zouja.

Fizianç am eus en hoc’h, va Doue,
Bezit favorabl em andret :
Mar em eus cals hoc’h offancet
C’houi eo va zad couscoude.

O velet trist an amser.

Trist amser so gant glao hac avel,
Goloet a goabr an evou,
Tristoc’h e cals an eneou