Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
Oræsonouigou evit peb occasion.

Goloet a bec’het marvel.

 

Eguis ma vir ar c’hoabr ive
Ne bar an heol en peb cartier,
E vir ar pec’her, va Salver,
Na bar ho craç em ene.

O velet ur c’hoabr.

Pa bar en [sic] heol, e ro d’hor c’horfou
Sclerijen hac ouspen tomder ;
An heol a justiç, hor Salver,
A ro mui d’hon eneou.

O velet an heol o para.

A1 loar en nôz a ra deomp guelet,
O chasseal an devalijen ;
Ar Verc’hes gant he sclerijen
A chasse nôz ar pec’het.

O velet al loar en nôz.

Me a vel ar stereden joaus
A lui dious vintin ha diouz nôz :
P’eur ez inn-me d’ho parados
D’ho quelet-hu, va Jesus ?

O velet ar verelaouen.

Ra zeuio assambles an oll astrou,
Hac eus an oabl an oll steret,
Ha quement tra so dre ar bet
D’ho meuli, o va Autrou !

O consideri ar steret.

Me am be eur joa vras o velet
Var guement tra so er bet-mâ
Scrifet patant er c’homsou-mâ:
Doue ra vezo meulet.

O consideri peb tra oll.

Ia, va Doue, da virviquen
Ra viot meulet, enoret,
Glorifiet hac adoret
Gant an oll grouadurlen.

Desirout e ve Doue glorifiet gant an oll.

Grit deomp, va Doue, ni ho supli,
Ho caret epad hor buez,
Ma’z aïmp goude’r maro ivez
D’ar barados d’ho meuli. Amen.

Goulen he garet er bed-man, evit mont d’he veuli er bed-hont.