Nac am digouraje. |
N’allan netra hep-si ; |
HAc a ve mad da lavaret bemdez diouz ar mintin, varlerc’h ar seiz Pater hac Ave, en enor d’ar pemp gouli eus hor Salver, ha d’ar seiz cleze a gueuz eus he Vam ar Verc’hes, evit en em recommandi dezi ha d’he Map quer var ben heur eus hor maro.
Chetu amâ ar seiz cleze a gueuz-se pere ho deveus bet treuzet calon ar Verc’hes, o consideri ar bersecutionou en deveus bet souffret ne Map Jesus. Da guenta, pa glevas ar Verc’hes gant an den santel Simeon o presanti he Map en templ, penaus e vise treuset he ene gant calsa nec’hamant var he sujet, abalamour d’ar bersecutionou a zliet da ober dezan. D’an eil, pa rencas tec’het gantâ en Egypt a hed nôz araoc ar roue Herodes pehini er c’hlaquas da lasa. D’an drede, pa ziancas he Map diganti en templ en spaç a zri dez ma oue oc’h he glasq. D’ar pevare, pa rencontras he Map o touguen he groas da venez Calvar. D’ar pempet, pa er guelas crucifiet hac o vervel er groas en creis etre daou laër. D’ar c’huec’hvet, pa oue disquennet eus ar groas dezi var he barlen he gorf sacr en ur stad quer pitoyabl. D[’]ar seizvet, pa oue sebeliet ha lequeet er bez.