Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
Pedennou diouz an nôz.


AR PEDENNOU DIOUZ AN NOZ.

N dleomp jamæs, eme sant Frances da Sales, lesel an exerciç-mâ diouz an nôz heb he ober, quen nebeut hac an hini diouz ar mintin ; hac e rencomp, ema ar sant-mâ, sonjal penaus, evel ma teuomp dre ar beden dious ar mintin da zigueri hon daoulagat d’ar sclerijen eus an eê, e teuomp ive dre ar beden diouz an nôz da serra hon daoulagat ouz an devalijen eus an ifern. Ar beden-mâ a zle beza great en commun, mar d’ê possubl, assambies gant oll dud an ti, abars en em separi da vont da gousquet, evit tenna mui a se benediction Doue var an oll famil ha var an tieguez. Nep a raï an actou eus ar beden a dle ho frononç gant ur vouez sclear, devot ha poset, evit ma c’hallo an asistantet ho lavaret ivez assambles, da viana en ho c’halon ; rac a galon principalamant eo e renquer pidi Doue, ha non pas hepquen a c’henou ; ar pedennou a c’henou na servijont da netra nemet en quement ha ma hon eus intantion d’ho ober ivez a galon ; ar pen eta eus an ti, pe un all bennac eus ar compaignunez, a gommanço evellen ar pedennou diouz an nôz.

† En hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret Santel. Pe autramant :

† In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti. Amen.

Goulennomp assistanç ar Speret Santel. Var an ear gallec : Si vous êtes prudent.

NI ho supli, Speret Santel,
Entrezomp christenien fidel,
Da zont qant hs tonæsonou
Da ramplissa hor c’halonou.
Elumit en bor volontez.

VEni, Sancte Spiritus, reple tuorum corda fidelium, et tui amoris in eis ignem accende.