Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
Pedennou diouz an nôz.
propos ferm d’en em amanti moyenant he c’hraç, hac o nevezi ar bromessaou eus hor badiziant.

En peb leac’h diouz pec’het ato,
Ha diouz peb goall occasion
Da goueza en dentation.
Renonç a ran d’ar c’hic, d’ar bed
Ha d’an drouc speret milliguet,
D’he bompou ha d’he oll œuvrou,
Evit ho servij, va Aotrou.

Act a ofranç eus an devez da Zoue, mar grêt ar beden-mâ diouz ar mintin.

Me ofr d’ho cloar hirio ive,
Dre zorn ho Mam, o va Doue,
Va sonjesonou, va c’homsou,
Va œuvrou ha va souffrançou.

Pedomp Doue d’hon asista gant he c’hraç, ha d’hon laquat dindan he brotection epad an nôz, oc’h hon diouall diouz peb seurt droug ; ha greomp un act a resination da volontez Doue.

d’ar pempet poent.

Va Doue, c’houi eo va souten,
Heb-z hoc’h nep mad n’allan biquen
Me ho supli d’am asista,
Ma talc’hin mad d’am promessa.
Va Doue, bemnoz ha bemdez
Ma mirit en ho carantez,
Diouz pec’het, diouz an erouant
Ha diouz peb seurt goall acc-dant.
Soumeti a ran va c’halon
D’ho volontez en peb fæçon,
Evit beza contant bepret
A guement a roet em andret.
Evelse bezet grêt.

Greomp breman ur gonfession spirituel ouz Doue, ouz ar Verc’hes hac ouz ar sænt : ha pedomp-hi da intercedi evidomp, o lavaret ar Gonfiteor gant ar pedennou all eus an Ilis erfin.


CANTIC VAR AR GONFITEOR,
Misereatur, Indulgentiam, etc. Var ton guers sant Caourintin, pe an Itron Varia a druez.

OUz Doue hac ouz Mari a so guerc’hes bepret,
Ouz sant Mikel an arc’hel, ouz sant Jan benniguet,