Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
Pedennou diouz an nôz.


pelet eus he rosera, mar be amser, ha goude ar chapelet-se, lavaret evit an Anaon eus ar purcator un De profundis, pehini a gafer er seiz-salm e fin an heuriou-mâ ; hoguen eleac’h ar Gloria Patri, etc., pe gant hini e finisset eno an De profundis, e vezo lararet amâ Requiem æternam, hac Oremus Fidelium.


Cantic ha Peden evit a Anaon vad.
Var an ear gallec : Réveillez-vous.

DE profundis, clamavi ad te Domine, etc.

Requiem æternam dona eis, Domine : et lux perpetua luceat eis.

Requiescant in pace, Amen.

Domine, exaudi orationem meam.

Et clamor ad te veniat.

Oremus.

FIdelium Deus omnium conditor et redemptor, animabus famulorum famularumque tuarum remissionem cunctorum tribue peccatorum, ut indulgentiam quam semper optaverunt, piis supplicationibus consequantur. Qui vivis et regnas, Deus, in sæcula sæculorum. Amen.

O Va Doue, ouzoc’h e crian
Eus a vouelet an abimou, etc.
Grit ma’z aï an anaon da repos,
Va Doue, d’ar c’hloar eternel,
Ha roït dezo en ho parados
Ar sclerijen perpetuel.
Dilivrit-hi, Autrou souveren,
Evit ma reposint en peoc’h :
Va Doue, selaouit va feden,
Ha grit ma’z aï betec enoc’h.
O Doue ar gristenien fidel,
D’an oll crouer ha redemptor,
Considerit ar poaniou cruel
Eus an anaon purgator.
Pa’z int eneou ho servijerien,
Ha re ho servijereset,
Accordit dezo hiviziquen
Remission a bep pechet.
Evit, dre voyen ar pedennou
A reomp evito gant respet,
Ma obtenint an induljançou
Ho deveus ato desiret.
Ni er goulen ouzoc’h, va Doue,
Pehini a vev hac a ren
Queit ha ma pad an eternite
Eus a viscoas da virviquen. Amen.