Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
Pedennou diouz an nôz.

Goude al lectur spirituel pehini a ve mad da ober en andret-mâ en ul levr mad bennac, evit servijout da instruction dud an ti, ec’h aller finissa ar P-dennou dre ar recommandatiomou-mâ.


Cantic var certen Recommandationou

Devot a ve mad da oher en fin ar Pedennou diouz an nôz. Var an ear gallec : Venez, venez, Esprit-Saint dans nos cœurs.

JEsus, Mari, Joseph, Joakim, Anna,
Sant Mikel, sapt Ian, santes Barba,
Sant Per, aant Paul, ha c’houi sant Caourintin,
Ma sicourit breman ha var ma fin.
Va sant paëron, va santes maëronez,
Ælez eûrus hac oll sænt assambles,
Grit va illin savetei va ene,
Da vont gueneoc’h da velet va Doue.

EN em recommandomp d’ar famill santel ha d’an oll sænt, ispicial d’hor paëron ha d’hor maërones eûrus, ha d’ar sænt all pe da re e tleomp caout un zevotion particulier, ha d’hon Æl-mad.

O va Æl-mad, pa oc’h d’in deputet,
Ha pa oun deoc’h ive recommandet
Gant va Doue dre he vadelez divin,
Bezit ato gardien fidel d’in.
Roït en peb poent sclerijen d’am speret,
Ha diouz peb drouc va diouallit bepret,
Ma c’hunduit en hent ar baradoz,
Oc’h va goarn en stad vad deiz ha nôz.

Angele Dei, qui custos es meî, me tibi commissum pietate supernâ, hâc nocte illumina, custodi, rege et guberna. Amen.

En union, va Doue, d’ar c’housquet,

Offromp hor c’housqu«t da Zoue, hac