instruit erfat ar gristenien fidel var ar virionez-mâ ; evit pa vezint assamblet er sacrifiç divin, ma tesquint medita gant attantion ha gant devotion er mystenou sacr-se, pe en re ho deveus an eur da assista.
Ar sacrifiç-mâ, eme an tadou eus ar c’honcil a Drant, a so propitiator en guirionez, o renta Doue favorabl ha trugarezus en hon andret ; hac ec’h obtenomp dreiza he c’hraç hac he assistanç en hon ezom hac en hon necessite, mar en em offromp gant ur galon sincer hac ur feiz vad, gant doujanç ha reveranç, gant ur speret a gontrition hac a binijen. Ha Doue o veza calmet hac apæset ouzomp dre ar sacrifiç-mâ, hac o rei deomp ar c’hraç hac an donæson a binijen, a zeu dreizan da bardoni deomp ar c’hrimou hac ar pec’hejou memes ar re vrassa : pa’z eo ar memes hostif hac an hostif unic, an hini memes en em ofras ur veich var ar groas, eo en em ofr c’hoas dre zaouarn ar veleien var an auter, hepquen diferanç nemet en quenver ar fæçon d’en em ofr ; ha pa se so-quen dre an ofranç-ma pehini a ra hor Salver var auter eus anezâ he-unan hep squilla he c’hoad, eo e recevomp en abondanç ar frouez eus an hini a reas var ar groas o squilla he c’hoad ; ha rac-se, hervez an dradition hac an usaij recevet digant an ebestel, e ve ofret ar sacrifi$-mâ non pas hepquen evit ar pec’hejou hac ar poaniou dleet dezo, nac evit an oli satisfactionou da justiç Doue, hac an necessiteou all eus ar gristenien fidel pere so en buez, mæs ouspen evit ar re so maro en stad a c’hraç, pere ne d’int quet c’hoas purifiet antieramant diouz ho fec’hejou, hac a so en tân ar purcator oc’h en em burifia. Chetu eno santimant hor mam santel an Ilis er c’honcil a Drant, en quêver ar sacrifiç eus an Oferen, hac a zle inspira deoc’h un devotion vras da assista ebars.