So astennet dindan var an Auter,
Al lieni a so deomp discleriet,
Ma oue ganto corf Jesus sebeliet.
Desquit bremâ penaus a represant
En Oferen gestou ar celebrant
Quement articl a so er bassion,
Ma he c’hleffot gant guir devotion.
A dleer da gaout o vont d’an Oferen, oc’h antren en ilis, hac o c’hortos an Oferen, var an ton diaraoc pe var ton Tad Honore.
PA ziblaçot etrese an ilis
Da bresanti da Zoue ar sacrifiç,
Supposi eo d’ar C’halvar e c’heuliit
Hon Redamtor, ha dezan livirit :
Me ia gueneoc’h, va Jesus, d’ar menez,
Roït d’in un darn eveus ar garantez
Pe gant hini e soufrsoc’h libramant
Evidon-me quellies a dourmant.
Grit d’in ouzoc’h caout ar gompassion
A guemeras ar merc’het a Sion,
Pa ho quelsont ur potanç var ho c’houq
Hac ur gorden tolet dreist ho couzouq.
Roït din ivez ar resination
Eus ho Mam sacr a-hed ho passion,
Evit ober bepret ho volontez,
Petra-bennac a souffrin em buez.
Pa antreot en Ilis, quemerit
Dour benniguet, hac ous ho tal frotit,
Grit sin ar groas, ha goulennit pardon
Eus ho pec’het ous Doue a galon.
En em liquit neuse var ho taoulin,
Ha diouallit diouz peb postur indîn ;