Penos, Tad Eternel, e c’heus gallet golo
Ar verc’h coant a Sion eus eur gramen qen teo ?
Ah ! da vrec’h paternel, hep egard d’e guenet,
Armet eus da furor, e deus he foignardet !
Chanchet c’heus he c’hraç-vad bars en tevalijen,
Hac he rèjouissanç en chagrin, en anqen.
Ar bonl a Israël, leun a henor, a c’hloar,
A c’heus precipitet en calon an douar.
Jacob en deus santet ar bouez eus da doliou ;
D’an trec’hourien e c’heus livret e oll vadou.
Da fulror zo hep fin ; gant eur zell seulamant
E razes kêr Juda betec ar fondamant.
He stat, he Rouanet, victimou da venjanç,
Zo rentet en ludu… O pebes dismeganç !…
Ne aljent birviqen achap eus ar gombat,
Pa voa dezo control o c’hrim, o dorn, o zad.