Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





ARGUAMANT


AN DRIVET CANTIC.


————


Maleuriou particulier ar Profet a zo principalamant ar sujet eus ar C’hantic-mâ, pere a zavas en o brasder huella, epad ar siech a Jeruzalem. An divis a ra aneze a zo touchant meurbet. Deut ê da veza an disprizanç eus e vro antier, hac ar sujet eus e ganaoucnnou goapaer. Insulti a rêr anezàn ; stigna a rêr dezàn pechou ; e dreina a rêr erfin en eur prison teval, elec’h ma soufr an trêtamanchou an indigna. E oll gonsolation a zo en Doue, en peini en eus laqet e oll gonfianç, ha peini a deu d’e zicour ; avantach a denn an den en deve laqet ennâ e esperanç, hac a ve bet ato fidel d’e c’hourc’hemennou : gortoz a ra gant paciantet an effet eus e bromessaou. E vadelez a zo eur môr dizec’hapl, ato pront da renta justiç