Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 65 ]


Bremâ publicamant hep fent o tevori,
Ha gant avidite memes, ep nep murmur,
Ar charinet loussa, repugnanç an natur.
Crëna ra va memprou, spouronet eo va goad
O velet eur sort chanç, qen terrubl calonad.
Allas ! eta, guir eo, ne vo qet guel trêtet
Ar rouantelez-màn guet ar Sodomistet !
An tanfoueldr eus an ên, evel al luc’het ru,
A reduizas Sodom en poultr hac en ludu :
Perac n’on eus-ni qet eprouvet qement all !
Mes, ô Doue Jacob ! ah ! peguen disleal
Abaoue pell amzer ne zuportomp-ni qet
Ar brassa maleuriou zo bet biscoas er bed !
Hac eus a Nazareth, ar yaouanqis êmabl,
En guenet qen charmant, en furnes admirabl,
Favorizet bepret eus da vadelezou,
Dre furnez o buez, dign eus hor respetjou,
Zo treantet ive gant biriou da venjanç :
Ha ne dleyes-te qet espern an inoçanç ?
O bizach eclatant, admiret gant an oll,
Duêt, defiguret, a ra bremâ horrol.
Ar vugale baour-ze ; chasseet eus o bro,