Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 66 ]


Hep ti na diaze, certenamant a zo
Ar figuren sansibl eus ar fleuriou goenvet
Gant an avel corvent, an arne diremet.
O joayou zo troet en glac’har, en hirvout ;
A boan o deus gallet o zud o anaout :
O zreid zo diassur, o zellou culvannec ;
Hac adreus d’o c’hroc’hen luguernus, lijennec,
E remerqer ar goad, o helvou, o esqern ;
O foaniou zo brassoc’h eguet poan an ifern,
O ! deiziou maleürus, detestabl d’am ene,
Ha me dleje biqen goelet goas eguete ?
Mamou criz ha cruel a ziffram d’ar peurfin
O c’hrouadurien baour peguet eus o feultrin
Evit, hep conscianç, o stlepel var ar glaou
Da zêvi, da rosta, da boazat o memprou,
Hac en o devoront, hac int c’hoas o finval,
En despet da reproch an natur o crial,
Evelse, Doue just, e rejout eclati
Var ar bobl Israël da goler, da furi ;
Evit hor punissa, da netât hon offanç,
E leuscjout var hor penn an tan eus da venjanç.
Ne voa qet an amzer, mes an tan qen ardant