Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 70 ]


E ranqfe perissa, dindan ar chadennou,
Ar Roue-ze qen sacr, ar furnes a bini
Dre’r bed universel a deu d’hon estoni ?
Allas ! ni lar dezàn, beuzet en hon daelou :
Cess, ô Roue guirion ! cess pelloc’h da ganvou,
En eur peoc’h evurus e zeomp da veva,
Da driomfou nombrus hor c’hargo eus a joa :
Da zouguen a réfomp bepret en hor memor,
En fonç hor c’halonou vo gravet da histor,
Hac hon successoret, er bed trubuillus-mâ,
A veulo da hano neuze coulz ha bremâ.
Caer hor boa lavaret, hon destin re gonstant
En doug divar e dron var bord ar monumant.
Tridal a res, Edom, o velet hor poaniou ;
Mes hep dale te vo victimes hon Autrou :
Souffr a ri gant anqen an droug a c’heus grêt demp,
Santout a ri varnout ar voalen a zantemp ;
Chanchet e vo souden da vro hir ha ledan
En eun dezert horrupl, affreus dit da-unan.
Mes te, Jerusalem, na pez mui a vorc’het,
An amzer a venjanç divarnout zo troet ;
Appezet eo Doue, ne vo mui es qever