Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





EXPLICATION AR FIGUREN GENTA.


————
Mission Jeremi.


————


Ar Profet, oajet a bemzec vloas, a anonç d’ar roue Sedecias, revin e rouantelez ; discuel a ra dezàn an Templ, peini a vezo souden distrujet, ma na retorn da Zoue. Ar Roue a seblant spouronet eus e c’hourdrous. E qever e dron zo, eus eur c’hostez, Princet ar bobl, hac en tu all ar Vêleyen hac ar Fals Profetet. Ar re guenta a ziscuel, dre eur c’hoërz-goab ha dre jestou insolant, ar mepris o deveus evit Jeremi hac e bredicationou : ar re all a ziscuel gant an tan fulor a vrill en o daoulagad, ha dre grigonch o dent, an arrach o deveus a enep ar Profet.

Erat enim eos docens, sicut potestatem habens, non sicut Scribæ eorum et Pharisæi.
Maz. ch. 7. v. 29.