Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





ARGUAMANT


AR C’HENTA CANTIC.


————


Jeremi a hirvoud var distruch Jerusalem ; en em glêm a ra eus e adversourien, pere o deus neantet ar guêr gaer-ze en diveza izeldet. Ar guêr infortun-mâ a c’houlen ardammant patroniach an Doue eternel. Laqat a ra he oll boanniou da douch e galon a druez, en eur discuel dezàn an diluch n dourmanchou e pere e zeo beuzet. Ar Profet a beint anezo en eur fêçon tener meurbet : netra na achap d’e bluen : Jerusalem en goad…, an Templ santel en tan…, an Auter en ludu…, ar Vêleyen muntret…, al Levitet laqet o fennou en ecan…, ar Vesseliou hac an Ornamanchou sacr profanet…, an Tiez distrujet…, ar Paleziou discaret…, ar Rouanet didronet…, ar Brin-