Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
iv
avertissamant.
dirac re-all, evit ma cresco ar ferveur e servich mam Doue.
Pa lennot eul levr mad evel hema, imitit an dud pere, pa gavont eur boued d’ho gout, a zebr anezan ho c’hontant. Rassasiit ive hoc’h ene, dre voyen reflexionou ha resolutionou particulier var ar pez o peso lennet. Ne qet ar glao-arne a ro muia saour d’an douar ; re vuan e passe. Mæs ar glao douç ha padus a antre en douar hac a ro saour d’ar c’hounidegues.
Na vezit qet eta presset, pa viot o lenn ; bezit goustad hac ar glis a gomzou al levr-ma a gargo oc’h ene hac e mago.
Guerc’hes Vari, concevet exant a bec’het, pedit evidomp-ni, pere hor beus recours deoc’h.
————