Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/105

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
levr i. chab. xiv.

hac a fell dezan e ve peb tra secret etrezan hac an ene favorizet.

Mad eo, eme Speret-Santel, cuzet secret ar roue, secrejou Doue.

Un den[1] ebquen choazet etre mill-all, eur c’honfessour prudant a ell hac a dle memes anaout ho pinvidiguezou spirituel, evit ma tesco deoc’h ho lacât da brofita. En eo a zalc’h evidoc’h plaç Doue var an douar, hac evel ma tle eur minor consulti bepret e gurator, ha beza conduet dre e avizou en afferiou temporel, er memes tra eur penitent a dle dizelei avichou e c’hraçou d’e zirectour, evit m’er c’hunduo guelloc’h e hent ar silvidigues hac ar berfection.

Evit ar re-all, bezit dirazo evel tud honest ha vertuzus ; bezit humbl, modest, agreabl, atao a garacter ingal, mæs dalc’hit secret outo dor ho calon.

Hac ho credfent memes un nebeut avancet en traou spirituel, hac ho credfent memes ar pez n’en d’oc’h qet, n’en disquezit qet dezo hac ho pezo ar bonheur da zerc’hel secret graçou Doue.

Doue a fell dezan e valefac’h gant ardeur en hent eus e c’hourc’hemennou ; mæs ne qet un avantach bian gouzout bale dreizan gant nebeut a drous, evel un den pehini en nos a zoug un tensor sioulla ma c’hell, gant aоn da veza dirobet.

(a) Eccl. 7. 29.

  1. Eccl. 7. 29.