Mæs lavaret a ra ive e zeo sclêrigen ar bed ; eur vagadures expres evit soulagi ha creât ar re a dosta ountan.
Da zezirout e ve o pefe eur santeies parfæt evit communia, mæs Jesus ne c’houlen qet an huella perfection.
Ma vige hi necesser, peguen nebeut a dud a vige recevet oc’h e daul sacr, en despet d’e oll invitationou !
Pretanti e vez necesser eur zanteles parfæt e pep-unan evit communia, a zo goulen evit disposition d’ar gommunion, ar pez a dle beza ar froues eus ar gommunion.
O vont d’ar gommunion, amzavit gant lealdet oc’h indignite. Digacit, dreist pebtra, d’ar gommunion, ur burete vras a galon, ar volontes da glasq ebqen gloar Doue, hac ho silvidigues ; ha bezit er resolution, ar grenva possubl, d’en em viret dioc’h ar memes pec’hejou ; resolution pehini a dleac’h da gaout arauc an absolven, ha pehini a dle padout.
Neuse e reot certen eur gommunion vad. Bezit memor penaus eur gommunion great mad ne ves jamæs eb un effet mad bennac en ene.
Ma veac’h bet dre ho fidelite hac oc’h êves en em laqet er stad e pehini e falves d’ho c’honfessour [sic] ha da Zoue e veac’h evit tostaat aliessoc'h ous ar gommunion, e veac’h dija avancet mad en hent eus an devotion hac ar berfection.