Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
imitation ar verc’hes vari.


Un ene pehini ne deus qen desir nemet da jouissa eus a bresanç Jesus er barados, a laca he oll blijadur da jouissa anezan var an douar qen alies ha ma c'hell, dle ar gommunion.




CHABIST XVIII.
Santimanchou a dle carga un ene, pa bossed Jesus dre ar Gommunion.


Mari.

Va mab, pa oc’h eus recevet Jesus oc’h an daul santel ha pa repos en ho calon, imitit ar santimanchou pere am boa pa en douguen em c’hreis.

Ar Servicher.

O Mari ! speret an den ne all compren, teaud an den ne all lavaret, Doue ebqen a anaves pere oue neuze santimanchou ha joa oc’h ene ; feis, humilite, anoudegues vad, carantes, an oll vertuziou en em bartajas ar momenchou eus an nao mis pere a basseas ar verb a Zoue en oc’h entraillou pur ha chast.

Mari.

Va mab, mar comprenit mad pris ar c’hraç a accord Jesus deoc’h, pa en em ro deoc’h en