Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
levr i. chab. xviii.

e zacramant ; a be seurt santimancbou eо carguet evidoc’h ; ha c’hui a elfe mancout a zantimanchou evitan ?

Er gommunion, ar c’hrouadur a so bisitet, gant e grouer ; ar paour gant ar roue a c’hloar ; un ene affliget ha melconiet gant an Doue a gonsolation ; an den, pehini nen deo nemet pec’het, gant an hini a zo ar santeles memes..

En em humiliit dirazan, meulit ha publiit e vadelezou infiniment brassoc’h eguet na ellit compren. Detestit mui-oc’h-mui oc’h ingrateriou passeet, implorit e sicourou evit an amser da zont : promettit dezan eur fidelite eternel ; en em reit d’an transport eus ar joa ar burra.

Pedit an Æles hac ar Sænt da renta evidoc’h da Jesus actionou a c’hraç, ma ve possubl, dign eus an donæson gaër a ra deoc’h.

Desirit e ve caret ha glorifiet var an douar evel ma zeo er barados, un Doue qer mad ha qen trugarezus.

Digorit ho calon d’an oll flammou eus e galon garantezus, ha desirit beza consumet dreizo.

Offrit dezan en anoudegues eus e vad oberou, hac evit crènvàt ho sempladures, an oll santimanchou eus an eneou santel pere er receo gant devotion ha carantes er memes sacramant.