Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
vi
pedennou

amsao va oll bec’hejou e faç an êe hac an douar. Ya, dre soncoh, dre goms, dre œuvr, dre omission emeus oc’h offanset, va Doue, va guëlla tad, ha qement-se a so va faut va-unan, va brassa faut.

Guerc’hes santel, Æles ah êe, Sænt oll, pedit evidomp an Autrou-Doue.

Va Doue sellit a drues oc’h o pugale miserabl. Bezit touchet dre ho daelou.

Pa bign ar Bêlec d’an auter.

Autrou, va Doue, me a ador ho misericord, da behini e fell ervad permetti d’ar Belec tostat oc’h an andret santel, e pehini e repos an divinite hac an humanite a Jesus, ho mab, pe da viana e pehini e tisqenno arauc ar gorreou. Va Doue, grit graç din, dre ar bêlec ; chelaouit moues ho calon a dad, ha na bermettit qet e virfen, dre va bolontes fall, oud ho craçou da antreal em ene. Rentit din, en hano Jesus, ho craçou-mad, collet dre va phec’hejou.

D’an Introït.

C’hui, va Doue, eo oc’h eus inspiret d’ar Batriarchet desirou qen ardant da velet ho Mab uniq o tisqen eus an êe d’an douar. Roït ive dime eul loden benac en ardeur santel eus ho desirou var guement-se, ha grit ma santin eur pres santel da veva en ho craç er bed-ma, hac en ho cloar er bed-all, dre voyen Jesus, va Salver.