Offrit dezan, dreist peb tra, ar santimanchou a bere, dre e c’hraç, e zoan carguet, pa en em unissas guenen en eur feçon qen admirabl, dre e incarnation.
Sonjit er vertuziou eus a bere e ro deoc’h an exempl er sacramant santel memes, particulieramant en e humilite, ha goulennit ar c’hraç d’e imita.
Er sacramant eus an auter, e zivinite qer couls hac e humanite a so cuzet. Ne apparis deoc’h a Jesus nemet ar pes a zesq deoc’h ar feis hac ar religion.
Goulennit ountan caret ar vuez cuzet ha dianavezet ; tec’hit dioc’h an henoriou ; grit oc’h actionou eb an dezir da veza guelet nac estimet.
Er sacramant-se, Jesus a so disprizet gant cals a dud, recevet gant indifferanç ha clouarder gant cals a re-all, pere a so nebeut dezan, cals d’ar bed, tout dezo ho-unan.
Goulennit digantan ar c’hraç da support gant patiantet an injuriou hac ar c’hontradictionou.
Chetu ase, va mab, pe a dra d’en em оccupi er gommunion hac epad an deis ma ho pezo communiet hac a hed ho pues.