Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/121

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
levr i. chab. xix.





CHABIST XIX.
Eus ar sec'hor spirituel a zant darn eus an eneou en ho exerciçou a zevotion, hас en amser memes eus ar communion.


Ar Servicher.

Me ho trugareca eus an instructionou hac an avisou oc’h eus priget reï din, ô Guerc’hes ! pehini, goude Jesus, a so va recours ha va c’husul.

Mæs, ô va mam ! alies, en amser ar gommunion, en despet d’ar sourci a guemeran da antreal er santimanchou mad a inspir din ar gommunion santel eus a gorf ha goad hor Salver, va speret a ves sec’h, va c’halon a ves yen evel ar sclaç.

Perac ne allan-me neuse participa er santimanchou-se a garantes tener hac en douçder-se qen sansibl pere a dlie beza ho partach, pa zougac’h Jesus en ho creis, hac a bere eo participant meur a ene devot en amser ar gommunion ?

Mari.

Va mab, pa en em gavit er sec’hor evit ar gommunion, en humiliit hac anavezit e veritit ar stad-se dre ho pec’hejou passeet ; sup-