Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/125

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
levr i. chab. xx.

plijadur all ebet nemet an hini a so o sonjal er grèr evit plijout dezan. Guerc’hes, intercedit evidon.




CHABIST XX.
Profit a dleer da denna eus ar gommunion evit caout eur gomportamant vad.


Mam ar garantes pur, santel meurbet e zoac’h a zalec ar moment qenta eus ho puez. Mæs abaoue ma oue en em c’hrêt den ar Verb en ho corf pur, pebes avançamant neves ne rejoc’h c’hui qet e pep feçon er zanteles ?

Presanç Jesus ennoc’h epad nao mis a reas, en oc’h ene impressionou a zanteles pere a badas epad o c’holl bues.

Bepret e conserfchoc’h ar sonch eus ar faveur extraordinal-se ; betec ho c’huanad diveza, n’ho poue qen sourci nemet da glasq pep moyen possubl da zisques oc’h anaoudegues vad da Jesus.

Mari.

Va exempl a so eur guir sujet a gonfusion evidoc’h, va mab. Er gommunion e recevit ar memes Doue a bep santeles pehini am boue ar bonheur da zouguen, ha n’en doc’h netra nebeutoc’h eguet eur sant.

Eur gommunion ebqen a ve aoualc’h evit