Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/127

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
levr i. chab. xxi.

vation, eo ar preciussa, a so an assura disposition da ober mad eur gommunion-all.

Ar Servicher.

Guerc’hes, squêr a bep vertus, ruzia a ran e c’hars ho treid eus va lachete ha va ingratiri. Pedit Jesus ne deuio jamæs em c’halon nemet evit regli e oll affectionou, oc’h ho lacàt da drei oll varzu ennan.

Ra lamo digan’en ar galon miserabl-ma, qen indign anezan ! Ra grouo ennon eur galon neves ! Ra royo din eur galon evel hoc’h hini, eur galon ardant, generus, leal, tener, eün, fidel dezan, evel ma zeo e galon fidel deomp.




CHABIST XXI.
Eus ar garantes evit an nessa.


Ne qet eb dessin, ô Guerc’hes dreist an oll guerc’hezet ! e sortiit eus ho solitud a Nazareth evit en em zisques d’ar bed. Ar garantes evit ho nessa eo a ra deoc’h e c’huitaat.

Eürus an draonniennou dre bere e valejoc’h ! Meneziou eus ar Judee, tridit gant ar joa.

Mam dign eus an Doue a garantes, a boan an Arc’æl en deus lavaret deoc’h ar stad e