Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/130

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
imitation ar verc’hes vari.

tes evit ar re-all, en despet d’ar yenien a elfac’h da gaout evit certen tud.

Doue e-unan a zesq deoc’h, dre e exempl, ober vad d’an oll dud, memes d’ar re ingrata : Roit[1], eme Jesus, hac e vezo roet deoc’h. Roit danves perissabl, ha Doue a royo deoc’h, evit recompans, pinvidiguezou eternel.

Roit avisou mad d’ho nessa, evit en douguen d’ar mad pa er guêllot en douetanç var ar pes a rayo, ha Doue, dre e inspirationou, ho sicouro d’en em denna eus ho poaniou speret. Roit d’ar re affliget ha chagrinet comsou a gonsolation, hac an Doue a bep consolation, dre ar c’homsou eus e c’hraç, ho souteno en oc’h affliction.




CHABIST XXII.
Grandeuriou Doue.


Chelaouomp, o va ene ! chelaouomp Mari, pehini, en un transport santel, a bubli grandeuriou he Doue.

Antreomp er zantimanchou a bere eo ravisset ; unissomp hor meuleudiou gant e re.

Рa vоe meulet gant Santes Elisabeth var he bonheur da veza mam da Zoue, en em laqeas da celebri grandeuriou ha madelezou he Doue en eur c’hantic ar c’haëra, ar Magnificat.

Glorifiomp ganthi an Autrou souveren,


(a) Luc. 6.

  1. Luc. 6.