gant ho craç ; mæs о consenti da inspirationou ho craç memes, e tlean c’hoas ho trugarecaat, abalamour n’em beus ar volontes da ober ar vad, n’er gran en effet nemet dre ho sicour.
O miser ha sempladures eus va ene ! Ma c’habandon ac’hanon ho craç, petra e teuin da veza hac e pebes faziabl ne vezim me qet treinet dre va inclinationou miserabl ?
Ne velan a zurete evidon nemet en anaoudegues eus va fragilite hac en actionou a c’hraç pere a dlean deoc’h, va Doue, evit ar sicourou spirituel dre bere ho trugares am zouten.
O va Doue ! na bermettit qet e teufe va infidelite d’am renta indign eus ho madoberou, na va ingrateri da ober din ho ancounac’hât.
An inclination ar vrassa eus ho calon, ô Autrou ! a so da ober vad : mæs ives an ingrateri a so eus an oll viçou an hini a arret ar muia an effet eus ho trugarezou.
Meritet em beus cant guech beza privet hivisiqen eus ho craçou : mæs c’hui a so falvezet deoc’h gounit va c’halon dre ho madoberou.
O Doue ! ar vadeles memes, na rezistan mui. Me vezo hivisiqen tout deoc’h. Evel ne vevan nemet dreizoc’h, ne fell din ive beza nemet evidoc’h.
Mæs grit, ô va Doue ! (dre bedennou va mam ar Verc’hes ; e credan er goulen,) grit, ô