rentont ha pere ne dint consideret gant tud ar bed nemet evel custumou dereat, n’o deves qen rêson nemet gloar Doue e personach an nessa.
Ar religion, ar garantes evit an nessa, gloar Doue, chetu petra a gondu Santes Mari da dy Elisabeth. Mont a ra da un ty e pehini Doue a so anavezet ha caret. Mont a ra da ober complimant d’he c’hiniterv var ar graçou pere en deus roet Doue dezi, hac eus a bere an Arc’hæl en deus he instruet.
Mont a ra da renta bizit dezi evit beza util d’he mab ha dezi e-unan, hac evit starda c’hoas ar c’houlmou eus an union santel a yoa diarauc entrezo.
An devotion ne zifen qet ouzomp en em acqitta eus an deveriou a civilite, mæs ober a ra о zantifia dre intantionou christen.
Evel un den, guir devot, a glasq lacât e profit e oll momenchou evit an eternite, e lêz a gostes, qement a ma c’hell, pep pourmenaden inutil, pep pourmenaden a blijadur ebqen.
Ar bisitou a gar da ober an dud veritablamant devot ha parfæt a so ar re e pere e c’hellont gouelet, ober œuvrou mad ; clêvet pe lavaret comsou util d’ho avançamant spirituel.
Pep pourmenaden-all a zisplich dezo. Ar vertus a gar en em gaout e qever ar vertus,