Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
imitation ar verc’hes vari.

eus a gorruption hо calon, a so qen alies a virou mortel pere a daul ar poeson eus an impurete e calon ar re ho cleo, hac ho quêl.

Commancit a hirio, non pas ebqen da renonç d’ar pourmenadennou dangerus, mæs d’ar hizitou memes inutil.

Choazit ho tud. Gouzout a rit ar proverb : Hentit ar gompagnunes a guerrot, hac ho pezo lod anezi.

Choazit eta mignonet vad, mignonezet fur ; clasqit bepret gloar Doue en ho pizitou, profit spirituel ho nessa hac hoc’h-ini oc’h-unan, ha neuse e santifiot dirac Doue ha dre Zoue ho pizitou, hac e teuot mui-oc’h-mui da veza portret ho mam ar Verc’hes.

Santes Mari, pedit evidomp-ni, pec’herien, en hor bizitou.




CHABIST XXVI.
Eus ar c’honversationou.


En em gass a ran a speret da dy Santes Elisabeth, en amser ma reas ar Verc’hes he bizit dezi.

Pebes qentelliou evidon eno, a vodesti, a humilite, a brudanç, a garantes evit an nessa.

Elisabeth a anaves Mari evit mam Doue ;