Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
imitation ar verc’hes vari.


Ра ves donæzonou Doue an objet uniq eus hor joa, Doue a ves ive an objet uniq eus hon anoudegues vad hac eus hor meuleudiou.

Ar guinou[1] a barlant dioc’h abondanç ar galon.

N’en em occupit, en ho con versationou, nemet eus ar bed, eus e gustumou, eus e bompou ; ar pes a zisques re ne garit nemet ar bed, hac e zeo ho calon gounezet dre e chalmou faus.

Eus[2] ar bed e zint, a lavar an disqib muya-caret a Jesus ; chetu eno perac e parlantont eus ar bed ha ma chelaou ar bed anezo. Ma[3] viget eus a Zoue, e parlantchet a Zoue, pe da viana ne lavarget netra na vige herves Doue.

Ho pet sonch e rentot, e barnedigues Doue, cont eus a eur guer inutil. Pebes sujet a spont evidoc’h !

Oh ! en so nebeut a gonversationo, memes e toues an dud a ra profession da veza devot, e pere ne gresqfet qet ar gont a rencot da renta da Zoue !

Eus a betra e parlanter communamant ? Eus a draou neant, eus ar brudou a ren e toues ar bobl, a ravoderes.

Chetu eno memes an antretienou a basse evit ar re dibec’ha. Seblantout a ra a hent-all ne alfet mui causeal nemet o parlant a zefau-

(a) Mat. 12. (b) Joan. 45. (c) Joan. 6.

  1. Mat. 12.
  2. Joan. 45.
  3. Joan. 6.