Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/146

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
imitation ar verc’hes vari.


Un taul-teaud malin a las da viana tri den, an hini er ro, an hini er c’hleo, hac an hini a so scoet dreizan.

Piou a nompro ar pec’hejou a zrouc-preseg, ar pec’hejou comprenet en un droucpreseg ebqen ?

Purvuya eo henvel oc’h un ten-canol pehini a lasfe un infinite a dud. Henvel eo oc’h un avel foll, eur goreventen, pehini a ravach tout en eur dremen.

Ho pet horrol oc’h pep antretien control d’an honestis. Laqit eves mad da vousc’hoarzin pa glefot comsou goloet pe disolo, comsou agreabl, farceres libertin, galvet gant ar bed farceres dibec’h, mæs pere ne dint nemet langach an drouc-speret eus an impurete.

Oh ! nac a dud a guës bemdes en ifern abalamour d’ar c’homsou lubric ! Nac a bec’hejou marvel a rer bemdes en antretienou a amourousdet, en nosveziou, e stalliou an artisanet, ha qasi e partout.

O va Doue ! ma n’ho pige touet ne zistrujac’h mui ar bed dre an diluch, e cafchac’h brema qement a impurete var an douar evel a yoa en amser an den just Noë.

Mæs, fidel d’ho qer, contant eus an exemplou effroyabl oc’h eus roët eus hoc’h indignation souveren a enep al luxur, e c’hortozit gant patiantet an dud libertin pere a serr ho