Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
levr i. chab. xxvi.

daoulagad oc’h ar viriones, hac evel tud dall ha bouzar, en em brecipit bemdes var-zu ar brazouerou eternel eus ho justiç rigolius.

Ah ! qentoc’h grit dezo anaout ho malheur ; grit dezo coves gant humilite ho libertinach ha chench evit mad. Grit dezo, eus a deaudou lubric, dont da veza teaudou pur, difennourien hardis ha fidel eus ar vertus santel a burete. Grit dezo ruzia a bep apparanç eus ar pec’het vil.

A c’hui, o ene fidel ! pehini n’oc’h-eus qet ar malheur da veza libertin, laqit ho cloar da basseal evit un den dirac pehini ne gretfet qet attaqi nac offansi ar vertus santel. Difennit bepret caus Jesus-Christ, caus ar religion divin pehini en deus revelet d’an dud, hac a enep pehini en em revolt an dud impi.

Nac a abec a gav tud pere en em c’halv christenien, er sermoniou, er gonferanç, er c’hatekismou ! Seblantout a reont caout eur certen clenvet pehini a ra d’ho daoulagad trelli ha guëlet partout abec.

Attaqi a reont, evel leonet e furol, ar guirioneziou divin pere a gondaon ho phec’hejou mignon.

Henvel int oc’h tud clan pere en em revolt a enep ar medicin pehini a fell dezan o pharea. Attaqi a reont ministret an Autrou-Doue, abalamour ne maint qet a-unan