Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/150

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
imitation ar verc’hes vari.


Hac an eil hac eben ec’h offrit deomp an exempl eus ar barfæta mignoniach, eus eur vignoniach santel, pur ha neat dioc’h qement a gustum corrompi mignoniachou an dud.

Un henveledigues eürus a zantimanchou, mæs a zantimanchou christen, oc’h unisse an eil gant eben. Ar c’hraç hac ar vertus a estimac’h e Elisabeth, hac a estime houma ive enoc’hui, о Guerc’hes !

Beza ho poa assambles cals antretienou. Fiziout a reac’h ho secrejou an eil d’eben. Rei a reac’h avizou a servich mad an eil d’eben.

Mæs an oll mercou a garantes a rene entrezoc’h, a yoa atao cunduet d’ar memes fin, da c’hloar an Autrou-Doue.

Elisabeth a dlie ervad santout penaus he c’halon, abaoue ma voa unisset da galon Mari, a gonceve santimanchou c’hoas crenvoc’h a garantes evit Doue.

A c’hui, о Guerc’hes santel ! a avance qement er santeles e ty ho qiniterv, evel pa vigeac’h chomet en ho solitud a Nazareth.

Contant ho tiou en hoc’h union vad, en em zispartijoc’h eb discontinui d’en em garet. Ar vertus pehini a uniss diou galon, ne voar qet beza variant.

Mari.

Va mab, na esperit qet tanva an douç-