Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
levr i. chab. xxviii.

Doue pehini a ell qement a fell dezan, hac eus a behini ar volontes vad a so ingal d’e c’hallout.

Bez e zeo ar voyen necesser evit obten digant Doue an oll graçou.

Mari e deus roet deomp meur a exempl eus ar vertus-ma.

An hini e deus roet deomp o lezel gant Doue ar sourci eus he reputation, a so remerqabl bras.

Joseph, pehini a yoa roet dezi evit pried hac evit gardien eus he virginite, a gonceo eur soupçon disavantachus a Vari, pa zougue hor Salvar, hac a sonch he c’huitaat.

Mari ne zisques chagrin ebet a guemen-se : leun a fizianç e Doue, e c’hortos gant soumission ar moment eus e brovidanç.

Ar moment-se, en effet, a erru. Un eal a zisqen eus an èn da gaout Sant Joseph hac a lavar dezan : Joseph, mab David, n’ho pezet qet a aon da zerc’hel mad da Vari ho pried ; car ar pes a zoug a so œuvr ar Speret-Santel.

Dre guement-se Joseph a so tennet a boan, ha leun a veneration hac a respet evit Mari, o chom bepret fidel dezi.

Dre guement-ma e velit, o ene christen ! peguement eo avantajus fiziout e Doue ha lacat etre e zaouarn ar sourci ac’hanomp.

D’ar, fizianç e Doue eo promettet ar gliz eus an èn hac an danvez eus an douar, avan-