Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/157

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
levr i. chab. xxix.

murmuri. Mari ne gonsider e urz ar prinç nemet bolontes Doue.

An urz a so, dirac he daoulagad, un disposition eus a brovidanç Doue, da behini en em soumet eb goulen rêson.

An oboissanç ne voar qet chicana. Ar feiz vad eo he phartach.

Netra qen controll d’ar speret a oboissanç eguet ar brudanç humen, pehini a fell dezi guelet hac examina tout.

Petra e teufe da veza an oboissanç, ma renqfe ar re a so o commandi deomp, soumetti ho ordrenançou d’an examin eus ar re a dle oboissa ?

Ma na verit qet oc’h oboissanç ar mæstr temporel pe an den pehini ho command, ar mæstr bras, an Doue pehini a reprezant deoc’h, a verit ho soumission.

An hini ho command ama, a ell, evit guir, en em drompla ; mæs, ma na gommand netra a enep lezen Doue hac hini an ilis, an oboissanç a rentit dezan er guel a Zoue, ne all quet beza sujet d’an errol, hac e deus atao eur merit bras dirac Doue.

Doctrin ar Sænt a zesq penaus eo avantajussoc’h ober traou bian dre oboissanç eguet ober traou bras dre hor bolontes hon-unan.

Ar furnes faus eus an dud a insult ar simplicite humbl eus ar c’halonou oboissant. Perac ? abalamour ne vel netra er pez a zel ous Doue.