Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
imitation ar verc’hes vari.

toues pastoret paour. Mam ar mæstr eus a bep sæson en em vel hac en em blich en eur c’hraou, exposet da rigol an amqer ar yêna.

C’hui a yoa contantoc’h mill guech, er c’hraou-se, eus ar stad a vizer e pehini ho læzet, eguet na voa tud pinvidic Bethleem e creiz ho frosperite.

Mari.

Desqit dre eno, va mab, an nebeut a istim a dleit da ober eus a vadou an douar, ha m’ar doc’h privet anezo, desqit caout istim evit ho stad.

Ar beaurien, en effet, hac hi a ell en em gonsideri evel malheürus, pa sonjont penaus Jesus a so falveset dezan e vige paour e vam ; n’en devige e-unan evit cavel nemet eur c’hraou paour ha paour bras ; ha n’en[1] devoa qet, epad e vues, a andret da reposi, hac o vervel, n’en devoa evit guële nemet ar groas.

N’en deus qet choazet e Ebestel etoues ar re binvidic ha savant, mæs e toues ar re baour hac ignorant.

D’ar beaurien principalamant eo deut da annonç ar c’helou mad eus an aviel. Caret a ra ar beaurien betec lavaret e considero evel[2] great dezan e-unan, ar pes a refor evitho.

Ar re binvidic a zisprich ar re baour. Mæs

(a) Luc. 9. 58. (b) Math. 25. 40.

  1. Luc. 9. 58.
  2. Math. 25. 40.