ar memes Doue pehini a lavar malheur[1] d’an dud pinvidic, a c’halv ar beaurien d’e[2] vanqet sacr.
Eürus,[3] eme Jesus, va mab, eürus ar re baour a speret, car rouanteles an evou a apparchant outho. Comsou pere a sell ous ar beaurien pere a gar ho phaourentes, evel ma sellont ive ous an dud о deus danves, mæs oc’h pere ne qet re stag ho c’halon
Ar beaurien a dlefe eta consideri ho c’hondition, non pas dre ar pes a brezant a vil hac a zisprijabl e santimant ar bed, mæs dre ar pes a ra deomp an aviel da anaout a vras hac a brecius er baourentes.
Nen deus paour ebet, m’en defe feis, ha ma consultfe e religion, pehini a garfe chench e stad gant stad ar re hinvidic hac ar re eürus erves ar bed.
Va mab, en abondanç a zanves en em staguer oc’h an douar, ec’h ancounac’haer ar beden, an tentationou a so crèn, ar pec’hejou a so commun.
Dezirout an danves a so dezirout ar pes a so noasussa d’ar silvidigues.
Inutil eo beza destumet madou bras hed ar vues ; da heur ar maro e renqer ho dilezel ; da heur ar maro, ar vad a ves great evit Doue a chom ebqen, hac ar stad a baouren-
(a) Luc. 6. 24. (b) Luc. 14. 21. (c) Mat. 5. 3.