tes a fournis cals a occasionou da bratica ar vertus.
An den pinvidic a behini e parlant deoc’h an aviel, a voue[1] sebeliet en ifern, abalamour m’en devoa bet re en e eas, re zelicat, eb caout sourci da ober cals a aluzennou d’ar beaurien, memprou Jesus, va mab ; hac ar paour Lazâr, pehini en devoa dispriset, a oue douguet, goude e varo, dre zaouarn an Æles, etre divrec’h Abraham.
Guerc’hes, va mam guer, desqet oc’h ens din, dre oc’h exempl ha dre ho comsou, penaus ar baourentes a so preferabl d’ar binvidigues.
Grit ma laqain heviziqen va c’halon d’en em staga oc’h madou an èn, oc’h Doue, ha n’am bezo nemet disprijanç evit madou an douar.
Pinvidic aoualc’h cо an hini en devezo graç Doue er bed-man hac e c’hloar er bed-all.
Adieu a lavaran eta da viqen da bep affection diregl evit pinvidiguezou an douar.
Obtenit din, ô mam dener ! caout va c’halon distag dioutho, ha pinvidic e graçou Doue, evit m’am bezo c’hoas an hevelidigues-se ganeoc’h ha gant Jesus, va Salver. Evel-se bezet great.
(a) Luc. 16. 22.
- ↑ Luc. 16. 22.