Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
levr ii. chab. ii.
CHABIST II.
Eus ar baourentes a galon.
Ar Servicher.
Petra n’ho poue-hu qet da soufr en ho paourentes, ô Guerc’hes, mam Doue ! Mæs n’e rejoc’h qet, evit qement-se, an disterra clem.
Evel-se an dud n’ho devoue qet ar sonch d’ho soulagi.
Mæs penaus e c’haljoc’h chom eb disques da Jesus ar rigol eus ho stad ! Mam Doue n’he devoa nemet parlant, he mab n’en devoa netra da refus dezi.
Eur goms ebqen ho pige lavaret, eur sin ho pige great da Jesus, ha dioc’h-tu an Æles a vige deuet d’ho servicha ha da fournissa deoc’h an oll sicourou necesser.
Mari.
Va mab, pinvidic aoualc’h e vezer, pa bosseder Jesus.
Un ene a behini Doue a so ar mad uniq, ne vel nemet gant dismeganç ha yenien madou ar bed-ma, hac a gonsant, a volontes vad, beza paour.
Me a vele Jesus, roue an evou, mæstr ar