Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/174

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
imitation ar verc’hes vari.


En exerciç santel eus ar veditation eo e tesq ar sænt, ar guir eneou fidel, estimout ar vertus ebqen, ar pes ebqen a brocur dezo mui a garantes evit Doue, ha dre eno, mui a esperanç da c’hounit ar barados.

En oræson en em blich an Autrou-Doue, o parlant calon oc’h calon gant an den.

Dre an oræson, dre an desirou ardant a union gant Doue, en em blich hon tad celestiel oc’h allumi ennomp an tan pur, ar flammou divin eus e garantes santel.

Na basseit qet eta, va Mab, deves ebet eb maga hoc’h ene gant unan benac eus ar guirioneziou-se a zilvidigues. Evel-se e tesqer beza santel.

Na en em excusit qet, evel cals a re-all, abalamour n’oc’h eus qet a amser da chom evel-se da sonjal ha da vedita. Ne qet an amser a vanq da zen, mæs ar volontes vad.

Evit lavaret just, n’oc’h eus nemet un affer da ober var an douar, affer ho silvidigues.

Jesus, ar viriones eternel, hon assur eusa guement-se.

Erruet e ty Martha ha Mari, diou c’hoar Lazar, Martha ne guemere repos ebet o prepari pe a dra da ziguemeret hor Salver, ha Mari, he c’hoar, a chome assidu azezet e c’hars treid jesus, о chelaou e gomsou hac oc’h o medita.

Martha en em glemmas eus e c’hoar Mari,