viriones e zan da vedita. Jesus, va squer e pep tra, va oll esperanç, va c’harantes, sicourit ac’hanon da ober meditation.
Neuse laqit ho speret da sonjal en un dra benac a vad, evel ma zeo an articl qenta eus ho credo.
Petra sinifi ar guer-ma : me a gred ? Me a so sur, abalamour ma zeo Doue en deus er revelet deomp oil.
Me a gred petra ? Un Doue. Petra eo un Doue ? Eur speret pur infinimant parfæt.
N’en deus nemet un Doue ; ne all beza nemet unan, abalamour ne ve mui infinit, ma ve un all ingal dezan.
Petra eo an tad ? Ar c’henta person eus an drindet.
Chetu eno ar gommançamant eus a vyster an Drindet : un Doue e tri pherson, an Tad, bac ar Mab hac ar Speret-Santel. Jesus, ar viriones memes, en deus el lavaret din en e aviel.
Va Doue, e me c’hui, me a gred var ho qer, eb he gompren parfæt, ar myster qenta-ma eus va religion.
Me a gred e Doue an Tad, crouer an èn hac an douar.
Ya, nen deus den capabl da ober traou qer parfæt ha d’ho zenna eus an neant, nemedoc’h, va Doue. C’hui oc’h eus va c’hrouet evidoc’h, evit ho cloar.