zoc’h pep danger hac ho touguen, ma vige ret, etre o daouarn.
Hac e vige ar vro e pehini e zeac’h goloët a anevalet bac a loenet sauvach ha cruel, c’hui a dlie bale eb droug ebet var an aeret hac ar serpantet ; c’hui a dlie bressa dindan ho treid al leoun hac an dragoun.
An Autrou-Doue en deus promettet, e meur a andret eus ar scritur, sicour ha difen ar re a laca ho fizianç ennan.
N’en em droublit eta jamæs dre occazion an ursou a ro Doue deoc’h, peguen dies benac e vent da accomplissa. Esperit ennan hac ho sicouro.
Hac e veac’h expozet d’ar vrassa paourentes, evit oboissa d’e volontes, en[1] em fizit var e sourci. E brovidanç n’ho læzo da vancout a netra.
Hac e veac’h exposet da c’hoaperes an dud vechant, d’o insultou, d’o phersecutionou, n’en em zigouragit qet.
Doue ho tifenno hac ho souteno[2] en amser ar chagrin hac ar boan. Ar fizianç о deus ennan an eneou just, a so un assuranç certen eus e sicour.
Mar seblant Doue o abandoni evit un amser, e ra dezo erfin caout[3] adarre ar peoc’h ha beza calm.
(a) Ps. 36. 39. (b) Ps. 40. (c[)] Ibid. 54. 23.