A beza e zeus gouscoude eur c’holl brassoc’h, evit un ene christen, eguet nen deo coll Jesus dre eur pec’het marvel ?
Nan, nen deus qet un den, na golfe un dra gant regret, n’en deus nemedoc’hui, ô va Doue ! mad souveren hac infinit, mad collet gant an dud, eb n’en dint touchet eus ar c’holl-se. O va Doue ! peguen nebeut oc’h anavezont !
Eur pried, nemet beza e ve eb santimant, hac hi a ell beza tranqil, pa e deveus collet an tenerra eus ar priejou ?
Eur mab, eb beza dinatur, hac en a ell beza dichagrin pa en deveus collet ar guëlla eus an oll dadou ?
O Doue ! tad a visericord, c’hui ebpen eta a vezo collet gant ho pugale, dre ar pec’het, eb chagrin na melconi ebet !
O Jesus ! pried divin hon eneou, c’hui ebqen a gavo en ho priejou calonou calet ha dinatur !
O Doue ! ô tad ar guella eus an oll dadou ! rentit din ho mignoniach ! O pried santel eus va ene ! rentit d’am c’halon ho carantes ! Bezit touchet dre an daëlou a sorti eus va daoulagad : en abondanç e redont, abalamour ma santan ar pez am eus collet.
Horrol am eus ouzin va-unan, pa sonjan e meus meritet ho coll evit eur jamæs, c’hui pehini ho poa roet din da anaout, dre vercou