Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/217

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
levr ii. chab. xvi.

bras, qen divin, a dalie er vad ar boan d’e glasq…




CHABIST XVI.
Penaus e renqer en em gomporti pа ves cavet Jesus.


Ar Servicher.

Cavet oc’h eus eta adarre Jesus, ô Mari ! En digass a rit ganeoc’h da Nazareth. Pebes bonheur eo oc’h-ini ! An Æles memes en desir.

Gant pebes attention a vam ne veillot-hu qet var ar mab sacr-se ! Pebes sourciou ne guemerot-hu qet eus e vues hac eus e bersonach ?

Mari.

Va mab, beza e zeo, en effet, eur bonheur bras cavet Jesus a neves, ha nen deus netra na dlefet da ober evit en em assuri eus ar bossession anezan.

Ar Servicher.

Pliget ganeoc’h, ô Guerc’hes sacr ! desqi din oc’h-unan ar pes a dlean da ober evit na vezin mui privet eus ar mad souveren-se.

Va mab, examinit mad petra en deus pelleat Jesus diouzoc’h, ha penaus oc’h eus